TELECOM Breizh zo ur Skol Vras hag a oa bet e krouet e 1977. Kinnig a ra stummadurioù hollek ha re arbennik, harpet war un enklask a live uhel war dachenn teknologiezhioù ar c’helaouiñ, en he c’hampusoù eus Brest ha Roazhon. TELECOM Breizh, ur skol etrebroadel, he deus skoulmet emglevioù keveliñ niverus gant ensavadurioù kelenn hag ensklask er bed a-bezh.
Un oberer pouezus eo TELECOM Breizh evit diorren ekonomikel rannvro Breizh. Kenlabourat a ra, asambles gant he c’hevelerien akademikel ha greantel, evit talvoudekaat an enklask a vez sevenet en hec’h arnodvaoù (poloù kevezusted, arnodvaoù CNRS (Kreizenn Vroadel an Imbourc'h Skiantel) hag INSERM (Ensavadur Broadel ar Yec’hed hag an Enklask Mezegel), strolloù a laz skiantel…). He fol enklask araokaet war ar c’hehentiñ (PRACOM) zo ur framm skouer ma c’hall enklaskerien ha greanterien kas da benn ul labour skiantel a-gevret.
Niverus eo tachennoù talvoudekaat an enklask en TELECOM Breizh. Ouzhpenn ar c’hehentiñ emañ ar vevvezegiezh, ar bank-asurañs, an treuzdougen, an difenn, an endro, ar surentez stlennegel,…
Un 300 implijad pad bennak a labour gant TELECOM Breizh, kelennerien-enklaskerien ouzhpenn an hanter anezho. Garedonet e vez ingal ar re-mañ gant an aozadurioù skiantel brasañ evit al labour hollbouezus zo kaset da benn ganto evit kas an enklask war-raok war dachenn o arbennigiezh.
Ur mil skoliad bennak, o tont eus ouzhpenn 40 bro, a vez heuliet ganto stummadurioù ijinourien, masterioù arbennikaet, masterioù pe doktorelezhioù en TELECOM Breizh. Tennañ a reont splet, en ul lec’h dibar, eus kement tra a gaver en ur c’hampus, en o zouez ur sportva, ur servij predoù hag annezoù. Ouzhpenn-se e kinnig ar Skol un dibab stummadurioù dibaouez niverus a-walc’h d’an dud a vicher, dezho d’en em stummañ war an emdroadurioù diwezhañ war dachenn teknologiezhioù ar c’helaouiñ.
TELECOM Breizh zo ezel, gant TELECOM ParisTech hag TELECOM SudParis, eus Skol Veur ar Pellgehentiñ (Institut TELECOM).
Evit studiañ en TELECOM Breizh e rank ar studierien kas, dre ar Genrouedad, ur goulenn enskrivañ a glot gant ar stummadur dibabet ganto.
Gallout a ra ar studierien estren goulenn skoazelloù arc’hant digant meur a aozadur, en o zouez :
Kentelioù evit an dud dic’hallek a vez roet digoust d’ar skolidi zo enskrivet en unan eus programmoù stummañ TELECOM Breizh.
Ur servij staj-implij zo anezhañ ivez evit ma vo aesoc’h d’ar studierien klask stajoù en embregerezhioù ha kavout o implij kentañ.
Gallout a reer gouzout hiroc’h diwar-benn ar stummadurioù kinniget war lec’hiennoù Kenrouedad TELECOM Breizh e galleg, e saozneg, e spagnoleg, en alamaneg hag e sinaeg. Darempredou e Brezhoneg: André Le Saout pe Robert Rannou.
Gallout a reer goulenn titouroù digant Didier Hervé, zo e karg eus servij Ebretroadel TELECOM Breizh, en ur gas ur postel war-eeun dezhañ :
Didier Hervé didier.herve@telecom-bretagne.eu